Accueil du site > Loisirs en breton/gallo > Formations BAFA-BAFD > DABU (Diplom Aotren war ar BUheziñ)

DABU (Diplom Aotren war ar BUheziñ)

Formation d’animateurs BAFA en breton

jeudi 29 mars 2007 (pour plus d'information, contacter Katell ...)


DABU diazez 09

An DABU a zo anezhañ, diouzh renk :

- ur frapad diazez (eizhtez)
- ur prantad arnodiñ en ur greizenn vakañsoù pe dudi (14 devezh)
- ur frapad donaat (6 devezh) pe varrekaat (etre 8 ha 10 devezh)

Frapad diazez

En em soñjal war al labour buhezour, an darempredoù a vez da gaout gant ar vugale, an obererezhioù a c’heller kinnig en ur greizenn vakañsoù pe dudi. Kaoz zo eus an aozañ, al lezennoù pennañ hag ar surentez ivez. Dav eo d’ar berzhidi bezañ 17 vloaz da vihanañ deiz kentañ ar frapad diazez.

Frapad donaat "Natur hag avantur"

Dizoleiñ ur vro dre an hentoù-treuz, santout tridal he c’halon, krouiñ. Ur c’hamera, ur re heuzoù hag ur sac’h kousket… prest oc’h evit an avantur.

Deiziataer 2010

Frapad donaat Natur hag avantur : 23-28 a viz Eost 2010 - Ar Chapel-Nevez (22) – 420 € > enskrivadennoù a-raok ar 5 a viz Eost 2010.

Deiziataer 2011

Frapad diazez : 24 a viz Ebrel-1añ a viz Mae 2011 – Treglonou (29) - 525 €
Frapad donaat Natur hag avantur : 22-27 a viz Eost 2011 - Ar Chapel-Nevez (22) – 420 €
Frapad barrekaat Evezhier kouronkañ : 20-27 a viz Eost 2011 - Ar Chapel-Nevez (22)

Evit gouzout hiroc’h : Jeunesse et Sport

PDF - 51 ko
Follenn enskrivan DABU


Doareoù zo da arc’hantañ ho stummadur...

PDF - 120.2 ko
Aides 2009

En diell staget e kavit ur bern titouroù diwar-benn an aozadurioù a c’hell arc’hantañ ho stummadur e Breizh (n’emañ ket e-barzh al Liger Atlantel siwazh). Kit e darempred gante a-raok deroù ar staj.

E 2009 eo bet roet ur yalc’had a 100 € gant Rannvro Breizh d’an holl stajidi a ra ar stummadur DABU e brezhoneg (200 € pa’z eo bet graet an daou staj e brezhoneg). Ne oaromp ket c’hoazh hag-eñ vo c’hoazh eus ar yalc’had-se e 2010.
Un distaol a 100 € a vez graet d’ar stajidi zo o chom e Penn-ar-Bed evit ar frapad donaat (a-drugarez da Guzul-departamant Penn-ar-Bed).
Ur yalc’had a 90 € a vez roet d’an holl gant ar CAF e fin ar stummadur DABU.

JPG - 40.4 ko

Répondre à cet article



UBAPAR - adresse postale B.P. 40417, 29404 Landivisiau Cedex - Tél. 09 62 06 50 52
Mél. ubapar@mouvement-rural.org - Site www.ubapar.org