37 prantad vakansoù brezhonek ha gallaouek zo aozet e 2009 : unan da vare ar vakansoù Pask e Treglonou, 35 evit an hañv er 5 departamant breton (2 e gallaoueg en o zouez), hag unan er Chapel-Nevez e-kerzh vakansoù an Hollsent.
Bevañ gant mignoned, c’hoari, keginañ, en em zispakañ, kanañ a-bouez-penn, eskemmañ, kousket e-barzh un deltenn… sede ar pezh a fell deomp reiñ da vevañ d’ar vugale ha d’ar re yaouank. Ha kement tra zo e brezhoneg pe e gallaoueg ! Evit a sell ouzh ar prantadoù brezhonek e rank ar vugale gouzout trawalc’h a vrezhoneg evit gallout en em zibab aes. N’eo ket ret komz gallaoueg evit kemer perzh er c’hampoù gallaouek.
600 bugel kazimant o doa kemeret perzh er c’hampoù e 2008. Spi hon eus e vint niverusoc’h c’hoazh er bloaz-mañ !
Setu roll ar c’hampoù 2009. Etre an 20 a viz Meurzh hag an 3 a viz Ebrel e vo skignet al levrig war ar c’hampoù 2009 er c’hlasoù divyezhek.
Pellgargañ al levrig (levrig-2009-leger.pdf > 13 Mo memes tra !)
Pellgargañ ar roll berr-ha-berr hag ar follenn enskrivañ

- Grille des séjours breton gallo 2009

- Fiche d’inscription
37 séjours de vacances en breton et en gallo sont organisés cette année : un à Treglonou pendant les vacances de Pâques, 35 cet été dans les 5 départements bretons, et un à la Toussaint à La Chapelle-Neuve.
Vivre avec ses copains, cuisiner, courir, sauter, danser et chanter, échanger, dormir sous tente… voilà ce que nous proposons de faire vivre aux enfants et aux jeunes. Et le tout en breton ou en gallo ! Pour les séjours en breton, l’enfant doit avoir une connaissance suffisante de cette langue pour pouvoir comprendre et s’exprimer aisément. La maîtrise de la langue gallèse n’est pas un pré-requis pour l’inscription aux séjours en gallo.
Près de 600 enfants ont participé aux séjours en breton et en gallo en 2008. Nous espérons qu’ils seront encore plus nombreux cette année !
Vous trouverez ci-dessus le programme des séjours 2009 (en bref et en détail) ainsi qu’une fiche d’inscription. Le livret des séjours 2009 sera diffusé dans les écoles entre le 20 mars et le 3 avril.