Kontañ a reomp deoc’h gouel 40 vloaz an UBAPAR !

Lorc’h zo ennomp hag eñvorennoù e-leizh a zo ganeomp c’hoazh. Ya, gouel 40 vloaz an Ubapar e oa, d’ar sadorn 20 a viz Ebrel e Rostrenn (22).

Goude mizvezhioù o prientiñ an darvoud-mañ e oamp kontant e tegouezhfe an devezh bras !

Tremenet hon eus un devezh gouel gant tud deuet a-dost hag a-bell, a-drugarez da startijenn an dud a-youl-vat, d’ar c’hevredigezhioù ezel ha liesseurted ar c’hinnigoù-buheziñ, da berzhidi al leurenn zigor, Jean-Yves Bardoul en deus lakaet ar re vihan hag ar re vras da c’hoarzhin forzh pegement e-pad e abadenn « Normalement ça marche... », la Ribote a oa o kanañ da vare an digor-kalon, eus an noz, dindan heol Rostrenn, an daouadoù hag ar strolladoù Quéré/Le Menn, Planchée, Breudeur ar Braz, Segal, Jaffré/Guegan ha LLYM o deus lakaet an dud da zañsal. Trugarez d’hor c’hevelerien kevredigezhel ha melestradurel. Ne vefe ket bet eus ar gouel-se hepto !

Ha bremañ, bec’h da skeudennoù Eric Legret, ur sell arzel war an degouezh-se... (Klikit war ar skeudennigoù amañ-dindan)