Ar gevredigezh Ildys a labour gant an dud gozh. Lañset he deus ur raktress, anvet "Vas-y Gwenn ha Du : Devoir de Breton" evit sikour ar vugale evit ho deverioù skol. Setu un doare efficace evit ar vugale da dañva ha da vevañ gant blaz ar yezh ! Ar sistem-se a lak war-raok barregezhioù pep hini hag a zesk d’ar re yaouank ha d’ar re gozh d’em anavezout ha d’em gompren.
D’ar Merc’her 4 a viz Here ez eus bet neuze un devezh evit krouiñ al liamm kentañ etre ar re gozh hag ar re yaouank. Ar c’hoari kentañ a oa sevel ur saos mari-gaezh ha basañ gwenn ar vioù. Da c’houde ez eus be ur c’hoari mimoù hag ur c’hoari dour. Evit echuiñ "trankilig" an devezh ez eus bet ur sonadeg deus Jakez Ar Borgn ’n eus lakaet ar vugale hag ar re gour da c’hoarzhiñ.
Ar re gozh mennet da sikour ar re yaouank a vo heuliet gant devezhioù aozet gant KLT evit kaozeal ha deskiñ doareoù da sikour ar vugale evit o deverioù. Ar raktres-se a zo oc’h em ziorroiñ e bro Karaez ha Brest.